Mont d’an endalc’had

Brezel etre Prusia hag Aostria

Eus Wikipedia
Emgann Königgrätz, gant Georg Bleibtreu (1828-1892)
Ar priñs Friedrich Karl von Preußen (1828-1885) degemeret gant e soudarded.

Ar Brezel alaman (alamaneg : Deutscher Krieg, Deutscher Bruderkrieg, Deutsch-deutscher Krieg), anvet Brezel ar Seizh Sizhun (Siebenwöchiger Krieg) ivez, eo ar brezel a c'hoarvezas etre Impalaeriezh Aostria ha Rouantelezh Prusia e 1866. Meur a anv zo bet roet dezhañ, hag ivez Brezel an Unvanidigezh (Einigungskrieg). Liammet eo ivez ouzh Trede Brezel Dizalc'hiezh Italia.

Er brezel-se e voe barr ar stourm etre daou c'halloud, hini Aostria ha hini Prusia, a oa kroget e 1740, evit gouzout piv a vefe mestr war Alamagn. Kreñv e oa arme Prusia, modernaet, pourvezet mat, boas da vrezeliñ abaoe brezel an Dugelezhioù. Trec'h e voe Prusia war gevredidi Aostria en emgann Langensalza (27 ha 28 Even 1866), ha war Aostria en emgann Sadowa d'an 3 a viz Gouhere 1866.

Gant Aostria e oa he c'hevredidi eus ar C'hengevredad german hag e tu Prusia e oa un toullad amezeien vihan. Gant ar brezel-se edo ar c'hendamouez en Alamagn en e varr uhelañ etre Prusia hag Aostria, abaoe 1740. Un arme c'halloudus he devoa Prusia.
Aostria an Tiegezh Habsburg-Loren a oa bet a-viskoazh ar vroad e penn an Impalaeriezh da gentañ, hag e penn ar C'hengevredad german goude, met adalek Nevezamzer ar Pobloù e savas bec'h etre Aostria ha Prusia, ar galloud nevez o kreskiñ gant hec'h arme hag hec'h ekonomiezh vodern.
Mennet e oa Prusia, ur vro brotestant, gant he greanterezh hag he soudarded, da ren Alamagn unvanet dindani, hep Aostria, un impalaeriezh katolik kozh, bro labourerien-douar ha pobloù liesseurt, Slaved dreist-holl.